Katarina Ingesdotter

Katarina Ingesdotter a oa ur briñsez svedat eus an XIvet kantved, hag a zimezas d'ar priñs danat Björn Järnsida.

Merc'h e oa da Inge Stenkilson, pe Inge an Henañ, roue Sveden, ha d'e bried Helena Sveden. C'hoar e oa da Kristina Ingesdotter ha da Margrete Fredkulla, a oa koshoc'h egeti.

He c'hoar Kristina a zimezas er bloavezhioù 1090, ha Margrete in 1101. Katarina a vije bet ganet war-dro 1100, hag en oadoù gant he fried.

Mervel a reas he zad e 1110, ha war e lerc'h e renas e nized. Katarina a oa bugelig c'hoazh en amzer-se, hag he c'hendirvi eo a renas neuze. He mamm intañvez en em dennas da abati Vreta. He c'hoar henañ Kristina a oa o chom e Rus' Kiev, ha ne voe roet mann dezhi eus hêrezh he zad. He c'hoar all Margrete a oa rouanez Danmark, ha rannañ a reas he madoù a-berzh tad gant he nizez Ingrid e Norvegia, hag he nizez Ingeborg e Danmark.

Katarina n'eus ket anv anezhi en afer-se, met dre ma oa ar verc'h dizimez nemeti a chome e Sveden e rankas bezañ hêrez dezhi.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy